Levr Daniel 7:13
Mé a arvesté em gwélédigez nôz, ha chétu ével Mâb ann dén a zeûe gan̄t koabrennou ann én̄v, hag ez éaz bété kôziad ann deisiou: hag hî a gasaz anézhan̄ dira-z-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 2:8Goulenn digan-én̄, hag é roinn d'id ar broadou da zigwéz, hag harzou ann douar da gers.
Psalms 47:5Doué a zô piñet el lévénez, hag ann Aotrou é-kreiz soun ar c’horn-boud.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Ezekiel 1:26Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.
Daniel 7:9Mé a arvesté kén na oé lékéat trônou, ha ma azézaz kôziad ann deisiou; hé wiskamant a oa gwenn ével ann erc’h, ha bléô hé benn ével gloan glân: hé drôn flammou tân: hé rôdou tân leskidik.