Levr Daniel 7:27
Hôgen ar rouan̄télez, hag ar galloud, hag héd ar rén a zô dindân ann én̄v, a vézô rôet da bobl sen̄t ann Uc’hel-brâz: râg hé rouan̄télez a zô eur rouan̄télez peûr-baduz; hag ar rouéed holl a zervichô anézhi, hag a zen̄tô out-hi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:27Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou: hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,
Psalms 86:9Ann holl vrôadou éc’h eûz gréat, a zeûi hag a azeûlô dira-z-od, Aotrou; hag hî a énorô da hanô,
Isaiah 49:23Hôgen mé hé lakai étré daouarn ar ré hô deûz da vuéléet, hag hô deûz lavaret d’as éné: Stou, m’az aimp ébiou; lékéat éc’h eûz da gorf ével eunn douar, hag ével eunn hen̄t d’ann dréménidi. ———— LII. PENNAD. Gloar ha vuelded ar Mési.
Isaiah 60:11Chétu ann Aotrou a rô da glévout kémen̄t-man̄ bétég harzou ann douar. Livirit da verc’h Sion: Chétu é teû da Zalver: chétu éma hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé ôber dira-z-han̄.
Daniel 4:34Bréma éta, mé Nabukodonosor, a veûl, a c’horré, hag a énor roué ann én̄v; ô véza ma eo gwirion hé holl ôberiou, ma eo reiz hé hen̄chou, ha ma hell da vuéla ar ré a gerz er balc’hder. ———— V. PENNAD Baltassar a wél eunn dourn a skriv war ar vôger.