Levr Daniel 8:10
Hag hén̄ a zavaz bétég arméou ann én̄v; hag é lékéaz da gouéza lôd eûz ann arméou, hag eûz ar stéred, hag é vac’haz anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 14:13Te péhini a lavaré enn da galoun: Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.
Daniel 8:7Ha pa oé deûet tôst d’ann tourz, en em daolaz war-n-ézhan̄, hag é skôaz gan̄t-han̄; hag hén̄ a dorraz hé zaou gorn; ha na hellaz két ann tourz kia out-han̄; ha pa en dôé hé daolet d’ann douar, é vac’haz anézhan̄, ha dén na hellaz dieûbi ann tourz eûz hé zourn.
Daniel 11:28Hag hén̄ a zistrôi d’hé vrô gan̄t madou brâz: hé galoun a zavô a-éneb ar gévrédigez zan̄tel; ével-sé é rai, hag é tistrôi d’hé vrô.
Daniel 11:33Hag ar ré zesket é-touez ar bobl a zesko meûr a hini: hag hî a vézô heskinet gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann tân, ha gan̄d ar sklavérez, ha gan̄d ar preizérez, a-héd meûr a zervez.