Levr Daniel 8:15
P’am bôa, mé Daniel, ar wélédigez-zé, hag é klaskenn ann displég anézhi, chétu é savaz dira-z-oun é doaré eunn dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Daniel 7:13Mé a arvesté em gwélédigez nôz, ha chétu ével Mâb ann dén a zeûe gan̄t koabrennou ann én̄v, hag ez éaz bété kôziad ann deisiou: hag hî a gasaz anézhan̄ dira-z-han̄.
Daniel 7:28Énô é oé divez al lavar. Mé Daniel a oé strafiḻet brâz gan̄t va ménosiou, ha va dremm a oé kemmet-brâz: hôgen mé a viraz ar gériou-zé em c’haloun. ———— VIII. PENNAD Gwélédigez eunn tourz hag eur bouc’h.
Daniel 10:16Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou: hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun: Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.
Daniel 12:8Ha mé a glévaz, ha na boelliz két. Hag é liviriz: Va Aotrou, pétra a vézô goudé-zé?