Adlezenn 17:7
Na argarzi két ano Iduméan, râk da vreûr eo; nag ann Éjiptian, râk diavésiad oud bét enn hô vrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Na rî két a béoc’h gân̄t-hô, ha na glâski két ôber vâd d’ézhô keit ha ma vévi da-vikenn.
8Ar ré a vézô ganet diout-hô a iélô é strollad ann Aotrou d’ann trédé rumm.
Cross References
Deuteronomy 13:5Hôgen penaoz hep-kén é oa éat gan̄t-han̄ enn eur c’hoad évit trouc’ha keûneûd, ha pénaoz pa édô ô trouc’ha, é oa éat ar vouc’hal eûz hé zourn, hag ann houarn ô véza dilammet euz hé droad en deûz skôet gan̄d hé viñoun, hag hé lazet; hén̄ a hellô tec’hi enn unan eûz ar c’heriou-zé, hag é vévô;
Deuteronomy 13:9(Mar mirez koulskoudé hé gélennou, ha mar gréz ar péz a chourc’hémennann d’id hiriô, ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi enn hé hen̄chou é péb amzer) teir géar all a likî ouc’h-penn, hag ével sé é likî daou c’hémen̄d-all ann teir géar gen̄ta:
Deuteronomy 17:12Eul léac’h az pézô er-méaz eûz ar c’hamp, é péléac’h éz î war-véaz.
Deuteronomy 21:21Milliget eo ann hini a gousk gan̄d eul loen-bennâg; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Deuteronomy 22:22Ann Aotrou az gloazô gan̄d ar baouren̄tez, ha gan̄d ann dersien, ha gan̄d ar iénien, ha gan̄d ann domder, ha gan̄d ar c’hrouez, ha gan̄d ar gwall éar, ha gan̄d ann duan, hag é heskinô ac’hanod kén na vézi kollet a-grenn.
Deuteronomy 24:7Hag hén̄ a lakai da gouéza ar mallosiou-zé war da énébourien, ha war ar ré a gasai hag a heskinô ac’hanod.