Adlezenn 23:4
Hag ann Aotrou n’en deûz két rôet d’é-hoc’h bété vréman̄ eur spéred lemm (T), ha daoulagad a hell gwélout, ha diskouarn a hell klévout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Ann arnodou brâz hô deûz gwélet hô taoulagad, ann arouésiou-zé, hag ar vurzudou brâz-meûrbéd:
Cross References
Numbers 22:5Kannaded a gasaz da Valaam, mâb Béor, ann diouganer, péhini a choumé é-harz ster douar bugalé Ammon, évid hé gerc’hout, ha lavarout d’ézhan̄: Chétu eur bobl a zô deûet eûz ann Éjipt, a c’hôlô gorré ann douar, hag en deûz displéget hé deltou rag-énep d’in.
Numbers 23:7Neûzé en em lékéaz da ziougani, hag é lavaraz: Balak, roué ar Voabited, en deûz va lékéat da zon̄t eûz a Aram, eûz a vénésiou ar sav-héol; Deûz, émé-z-han̄, ha millig Jakob; hast affô, hag argarz Israel.
Nehemiah 13:2O véza n’hô deûz két diambrouget bugalé Israel gan̄t bara ha dour; ha ma hô deûz digaset Balaam enn hô énep, évid hô millisien; hag hon Doué a droaz ar valloz é bennoz.
Lamentations 1:10Ann énébour en deûz lékéat hé zourn war ar péz é dôa a wella: ô véza ma é deûz gwélet ô ton̄d enn hé san̄tuar, brôadou éz pôa gourc’hémennet n’az ajen̄t két enn da strollad. CAPH.