The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 23

1Chétu aman̄ geriou ar gévrédigez, a c’hourc’hémennaz ann Aotrou da Voizez ma rajé gan̄t bugalé Israel, é douar Moab, ouc’h-penn ar gévrédigez en dôa gréat gan̄t-hô é Horeb.

2Ha Moizez a c’halvaz Israel holl, hag a lavaraz d’ézhô: C’houi hoc’h eûz gwélet kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou dira-z-hoc’h enn Éjipt, da Faraon, ha d’hé holl zervicherien, ha d’hé holl zouar,

3Ann arnodou brâz hô deûz gwélet hô taoulagad, ann arouésiou-zé, hag ar vurzudou brâz-meûrbéd:

4Hag ann Aotrou n’en deûz két rôet d’é-hoc’h bété vréman̄ eur spéred lemm (T), ha daoulagad a hell gwélout, ha diskouarn a hell klévout.

5Hô kaset en deûz é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô: hô tiḻad n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, na boutou hô treid n’in̄t két bét bévézet gan̄d ar gôzni.

6N’hoc’h eûz kéd debret a vara, n’hoc’h eûz évet na gwîn na bier: évit ma oufac’h pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué.

7Pa oc’h deûet bétég al léac’h-man̄, ha Séhon, roué Hesébon, hag Og, roué Basan, a zeûaz da ziarbenna ac’hanomp évit stourmi ouz-omp, hag é lazchomp anézho.

8Ha nî a géméraz hô douar, hag a rôaz anézhan̄ é kers da Buben, ha da C’had, ha da han̄ter-vreûriez Manasé.

9Mirid éta geriou ar gévrédigez-man̄, ha sévénit-hô, évit ma wiot er-vâd kémen̄t a réot.

10Savet oc’h holl hiriô dirâg ann Aotrou hô Toué, prin̄sed hô preûriézou, hag ann hénaoured, hag ann doktored, hag holl bobl Israel.

11Hô pugalé, hag hô kragez, hag ann diavésiad a choum gan-éz er c’hamp, hép nivéri ann trouc’herien keûneûd, hag ann dougerien dour:

12Évit ma tréméni é kévrédigez ann Aotrou da Zoué, hag el lé a ra hiriô ann Aotrou da Zoué gan-éz:

13Évit m’az lakai da véza hé bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha ma vezô-hén̄ da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret d’id, hag ével ma en deûz hé douet d’as tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob.

14Ha né két gan-é-hoc’h hép-kén é rann ar gévrédigez-man̄, hag é krétann al lé-man̄;

15Hôgen gan̄t kémen̄d hini a zô bréman̄, ha gan̄t kémen̄d hini a vézô da-c’houdé. (T).

16Râk c’houi a oar pénaoz omp choumet é douar ann Éjipt, ha pénaoz hon eûz tréménet é-kreiz ar brôadou, hag ô tréménout drei-z-hô,

17Hoc’h eûz gwélet argarzidigézou hag hudurnézou, da lavaroud eo, hô idolou, ar c’hoat hag ar méan, ann arc’han̄t hag ann aour a géélen̄t.

18Na vézet két éta enn hô touez eur goâz pé eur vaouez, eunn tiad pé eur vreûriez, a zistrôjé hiriô hé galoun diouc’h ann Aotrou hon Doué, évit mon̄d da gavout ha da zervicha douéed ar brôadou-zé, hag évit ma vézô enn hô touez eur c’hrisien a zougô béstl ha c’houervder.

19Ha pa en dévézô klévet geriou al lé-man̄, n’en em venniget két hé-unan enn hé galoun, ô lavarout: Ar péoc’h a vézô gan-én̄, pa gerzinn é drougiez va c’haloun: hag ar vezven̄ti a dorrô va zéc’hed.

20Ann Aotrou na zistôlô két d’ézhan̄ hé béc’hed: hôgen neûzé hé frouden vrâz-meûrbéd a zavô ével môged enn-han̄, hag é savô drouk enn-han̄ oud ann den-zé; hag ann holl vallosiou a zô skrivet el levr-man̄ a gouézô war-n-ézhan̄: hag ann Aotrou a lamô hé hanô eûz a zindân ann én̄v;

21Hag hé gasô da goll eûz a douez holl vreûriézou Israel, hervez ar mallosiou a zô skrivet el levr eûz al lézen hag eûz ar gévrédigez-man̄.

22Hag é lavarô ar rumm-tûd a zeûi war-lerc’h, hag ar vugalé a vézô ganet pelloc’h, hag ann diavésidi a zeûi a bell, pa wélin̄t gouliôu ann douar-zé, hag ar c’hlén̄véjou a c’hoarvézô gan̄t-han̄ a bers ann Aotrou;

23Pa wélin̄t pénaoz en deûz hé losket gan̄d ar soufr ha gan̄t tanijen ar c’hoalen, enni hévélep doaré na vézô mui hadet, ha na zavô enn-han̄ nétrâ a c’hlâz, é skouér eûz a zisman̄tr Sodom ha Gomorr, Adama, ha Séboim, a zisman̄trâz ann Aotrou enn hé vuanégez hag enn hé frouden:

24Hag ann holl boblou a lavarô: Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotroù gréat kémen̄t-sé d’ann douar-zé? A bétrâ é teû buanégez vrâz hé frouden?

25Hag é vézô lavaret d’ézhô: O véza ma hô deûz dilézet ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou gan̄d hô zadou, pa dennaz anézhô eûz ann Éjipt;

26Ha ma hô deûz servichet hag azeûlet douéed a-ziavéaz péré na anavézen̄t két, ha da géélidigez péré né oan̄t két bét dileûret.

27Râk-sé eo savet drouk enn Aotrou a-éneb ar vrô-zé, hag en deûz kaset war-n-ézhi ann holl vallosiôu a zô skrivet el levr-man̄;

28Hag en deûz hô c’haset-kuît eûz hô douar enn hé vuanégez, hag enn hé frouden, hag enn he argarzidigez vrâs; hag en deûz hô zaolet enn eur vrô all, ével ma her gwéleur hiriô.

29Ann traou-man̄ a oa kuzet enn Aotrou hon Doué, hag anat in̄t bréma d’é-omp, ha d’hor bugalé da-vikenn, évit ma raimp holl c’heriou al lézen-man̄. ———— XXX. PENNAD. Ar Iuzevien a zistrôiô oud ann Aotrou, hag hén̄ en dévézô truez out-hô. Béz’ ec’h heller éaz mirout gourc’hémennou Doué. (T).

← Adlezenn 22Read In The App, Free →Adlezenn 24 →

Study Adlezenn 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334