Adlezenn 23:5
Hô kaset en deûz é-pâd daou-ugen̄t vloaz dré ann distrô: hô tiḻad n’in̄t két bét koazet gan̄d ann amzer, na boutou hô treid n’in̄t két bét bévézet gan̄d ar gôzni.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 22:5Kannaded a gasaz da Valaam, mâb Béor, ann diouganer, péhini a choumé é-harz ster douar bugalé Ammon, évid hé gerc’hout, ha lavarout d’ézhan̄: Chétu eur bobl a zô deûet eûz ann Éjipt, a c’hôlô gorré ann douar, hag en deûz displéget hé deltou rag-énep d’in.
Numbers 23:5Hôgen ann Aotrou a lékéaz ar gér é génou Balaam, hag a lavaraz d’ézhan̄: Distrô étrézé Balak, ha komz out-han̄ ével-henn.
Numbers 24:9Pa c’hourvez, é kousk ével eul léon, hag ével eul léonez ha na grédé dén da zihuna. Néb az pennigô, a vézô benniget hé-unan; ha néb az milligô, a vézô milliget.
Deuteronomy 7:7Douéed ann holl vrôadou a zô enn drô d’é-omp, pé a dôst pé a bell, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar;
Proverbs 26:2Ével eunn evn a nîch eûz a eul léac’h da eul léac’h all, hag eur golvan a ia a bép tû; ével-sé ez ai ar valloz lavaret héb abek a-énep eur ré-bennâg.