Adlezenn 24:1
Pa vézô éta c’hoarvézet gan-éz ann holl draou-zé, ar vennoz pé ar valloz, ével ma em eûz hô lékéat dirak da zaou-lâgad; pa vézô man̄tret da galoun gan̄d ar c’heûz (T), é-mesk ann holl vrôadou é-touez péré en dévézô da skiñet ann Aotrou da Zoué,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 22:13Ann Aotrou az lakai oud ar penn, ha nann oud al lôst, ha bépréd é vézi a-uz, ha nann a-iz, gan̄t ma sélaoui gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, a gémennann d’id hiriô, ha ma viri ha ma sévéni anézhô;
Deuteronomy 22:29Enn eur bafala éz î é-kreiz ann deiz, ével ma eo boazet ann dén dall da bafala enn dévalien, ha na reizi két da hen̄chou. É péb amzer é vézi drouk-prézeget (T), hag é vézi mac’het gan̄d ann ners; ha n’az pézô dén évid da denna a boan.
Isaiah 50:1Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t: râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.
Jeremiah 3:8Ha Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, a wélaz pénaoz, ô véza ma oa en em zaotret Israel, ann dispac’hérez, eo em bôa hé c’haset-kuît, ha rôet d’ézhi ar skrid-rann; Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, n’é dôé két a aoun, hôgen mon̄d a réaz kuît, hag en em zaotraz-hî ivé.