The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 24

1Pa vézô éta c’hoarvézet gan-éz ann holl draou-zé, ar vennoz pé ar valloz, ével ma em eûz hô lékéat dirak da zaou-lâgad; pa vézô man̄tret da galoun gan̄d ar c’heûz (T), é-mesk ann holl vrôadou é-touez péré en dévézô da skiñet ann Aotrou da Zoué,

2Pa vézi distrôet out-han̄ ha pa sen̄ti oud hé c’hourc’hémennou, ével ma hé gémennann d’id hiriô, té ha da vugalé, a greiz da galoun hag a greiz da éné;

3Ann Aotrou da Zoué az tennô eûz ar sklavérez, hag en dévézô truez ouz-id; hag é tastumô c’hoaz ac’hanod eûz a greiz ann holl boblou é touez péré en dévézô da skiñet ken̄t.

4Ha pa vijez bét skiñet bété penn pella ar béd, ann Aotrou da Zoué az tennô ac’hanô,

5Az tigémérô hag az lakai da von̄t enn douar hô deûz bét da dadou, hag é vézi perc’hen d’ézhan̄ (T): hag, ô rei hé vennoz d’id, az lakai da véza paotoc’h égét n’eo bét da dadou.

6Ann Aotrou da Zoué a enwadô da galoun, ha kaloun da wenn, évit ma kiri ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné, ha ma helli béva.

7Hag hén̄ a lakai da gouéza ar mallosiou-zé war da énébourien, ha war ar ré a gasai hag a heskinô ac’hanod.

8Hôgen té a zistroi hag a zélouô mouéz ann Aotrou da Zoué, hag é sévéni ann holl c’hourc’hémennou a gémennann d’id hiriô:

9Hag ann Aotrou da Zoué az kargô a vadou é holl ôberiou da zaouarn, é gwenn da gôf, hag é frouez da loéned, hag é frouézidigez da zouar, hag er founder eûz a bép trâ. Râg ann Aotrou a zistrôi ouz-id, évid en em laouénaat diwar da benn é pép mâd, ével ma eo en em laouénéet diwar-benn da dadou;

10Gan̄t ma sélaoui mouez ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé c’hourc’hémennou hag al lidou a zô skrivet el lézen-man̄, ma tistrôi oud ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun hag a greiz da éné.

11Ar gourc’hémenn-man̄ a gémennann d’id hiriô, né két dreist-oud, na pell diouz-id,

12Na diazézet enn én̄v, évit ma helfez lavarout: Piou ac’hanomp a hell piña enn én̄v évit ma hé zigasô d’é-omp, évit ma her c’hlevimp ha ma her mirimp?

13Na lékéat enn tû all d’ar môr, évit ma teûjez da zigarézi ha da lavarout: Piou ac’hanomp a hellô treûzi ar môr, évit ma hé zigasô d’é-omp, évit ma her c’hlevimp ha ma raimp ar péz a zô gourc’hémennet d’é-omp?

14Hôgen ar gér a zô tôst-brâz d’id, enn da c’hénou hag enn da galoun, évit ma her grî.

15Gwél pénaoz em eûz hiriô lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar mâd, hag enn-énep ar marô hag ann drouk;

16Évit ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi énn hé hen̄chou, ha ma viri hé c’hourc’hémennou, hag hé lidou, hag hé varnédigézou; évit ma vévi, ha m’az kreskô é niver, ha m’az pennigô enn douar é péhini éz î évit béza perc’hen enn-han̄.

17Hôgen mar tistrôez da galoun diout-han, ha ma na fell két d’id hé zélaoui, ha goudé béza bét touellet, ma azeûlez ha mar servichez douéed a-ziavéaz;

18É tiouganann d’id hiriô pénaoz éz î-da-gét, hag é choumi berr amzer enn douar, é pehini, goudé béza treûzet ar Jourdan, éz î évit béza hé berc’hen.

19Gervel a rann hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz em eûz lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar marô, ar vennoz hag ar valloz. Dilenn éta ar vuez, évit ma vévi, té ha da wenn;

20Ha ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma sen̄ti oud hé vouéz, ha ma en em stagi out-han̄ (râg hén̄ eo da vuez, hag hirded da zeisiou), évit ma choumi enn douar en deûz touet ann Aotrou d’as tadou, da Abraham, da Izaak, ha da Jakob, hê rôje d’ézhô. ———— XXXI. PENNAD. Moizez a hanv Jozué évit réna ar bobl enn hé léac’h. Gourc’hémenni a ra lenna al lézen d’ar bobl bép seiz vloaz.

← Adlezenn 23Read In The App, Free →Adlezenn 25 →

Study Adlezenn 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334