Levr Yirmia 3:8
Ha Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, a wélaz pénaoz, ô véza ma oa en em zaotret Israel, ann dispac’hérez, eo em bôa hé c’haset-kuît, ha rôet d’ézhi ar skrid-rann; Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, n’é dôé két a aoun, hôgen mon̄d a réaz kuît, hag en em zaotraz-hî ivé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha mé a lavaraz, goudé ma é doé gréat kémen̄t-sé: Distrô étrézég énn-oun; hag hî né két distrôet.
Cross References
Deuteronomy 24:1Pa vézô éta c’hoarvézet gan-éz ann holl draou-zé, ar vennoz pé ar valloz, ével ma em eûz hô lékéat dirak da zaou-lâgad; pa vézô man̄tret da galoun gan̄d ar c’heûz (T), é-mesk ann holl vrôadou é-touez péré en dévézô da skiñet ann Aotrou da Zoué,
Isaiah 50:1Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t: râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.
Jeremiah 5:7Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.
Ezekiel 23:9Râk-sé em eûz hé lékéat étré daouarn hé orgédérien, étré daouarn mipien Assur, péré é deûz karet dreist-penn.