Eklesiastes 1:2
Avel ann avélou, émé ar Prézéger, avel ann avélou, hag avel pép-trâ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Vanity of vanities, saith the Preacher, vanity of vanities; all is vanity.
In Context
3Pétrâ a zeû d’ann dén eûz ann holl labour a râ dindân ann héol?
Cross References
Psalms 39:5Chétu éc’h eûz lékéat eur ven̄t verr d’am deisiou; ha va buez a zô ével nétrâ dira-z-od. Évit-gwîr pép dén béô ha pép trâ n’eo némét gwander.
Psalms 144:4O véza ma en deûz ann Aotrou lékéat hé zudi enn hé bobl, ha ma uc’hélaio ar ré habask er zilvidigez.
Ecclesiastes 2:11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
Ecclesiastes 2:17Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.
Ecclesiastes 2:21Râg goudé ma en deûz eur ré labouret gan̄t furnez, gan̄t poell, gan̄t préder, é lez ar péz en deûz gréat da eunn dén lézirek; ha kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn drouk brâz.
Ecclesiastes 2:26Doué en deûz rôet d’ann dén a zô mâd dirâg hé zaoulagad ar furnez, ar wiziégez, hag al lévénez; hôgen d’ar péc’her en deûz rôet ar c’hlac’har hag ar préder didalvez, évit ma verniô ha ma tastumô madou évit béza rôet d’ann hini a vézô hétuz da Zoué; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn en̄krez didalvez a spéred. ———— III. PENNAD. Pép trâ é deûz hé amzer.