Eklesiastes 1:3
Pétrâ a zeû d’ann dén eûz ann holl labour a râ dindân ann héol?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
What profit hath a man of all his labour which he taketh under the sun?
In Context
2Avel ann avélou, émé ar Prézéger, avel ann avélou, hag avel pép-trâ.
4Eur rumm a drémen, hag eur rumm all a zeû: hôgen ann douar a choum stard da-vikenn.
Cross References
Ecclesiastes 2:11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
Ecclesiastes 2:22Râk pétrâ a dalô d’ann dén hé holl labouriou hag hé c’hlac’har a spéred, gan̄t péré eo bét en̄krézet dindan ann héol? 28 Hé holl zeisiou a zô leûn a boan hag a reûz ha n’en deûz két a éhan enn hé spéred a-zoug ann nôz; ha né két avel kémen̄t-sé?
Ecclesiastes 4:3Hag eurusoc’h égét-hô holl em eûz kavet ann hini ha n’eo két c’hoaz ganet, ha n’en deûz két gwélet ann droug a réeur dindân ann héol.
Ecclesiastes 5:16É holl zeisiou hé vuez en deûz débret enn dévalien, é kalz a brédériou, er reûz hag enn doan.
Ecclesiastes 8:15Meûlet em eûz éta al lévénez; hag em eûz lavaret pénaoz né oa nétrâ gwelloc’h évit ann dén dindân ann héol némét dibri, hag éva, hag en em laouénaat: ha pénaoz na gasé ann dén gan̄t-han̄ némét-sé, eûz al labour en dôa gréat enn hé vuez a-zoug ann deisiou en dôa rôet Doué d’ézhan̄.