Eklesiastes 2:10
Kémen̄d hô deûz c’hoan̄téet va daoulagad da gaout, em eûz rôet d’ezhô; n’em eûz két miret out va c’haloun n’en em rôjé d’al lévénez, ha da gémen̄d dudi em bôa aozet; ha mé em bôa krédet pénaoz é oa va lôd tenna frouez eûz va holl labouriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 14:2É piñaz, hag hé rôaz da anaout d’hé dâd ha d’hé vamm, ô lavarout: Gwélet em eûz eur vaouez é Tamnata é-touez merc’hed ar Filistined: rô-hi d’in da c’hrég, mé az péd.
Proverbs 23:5Na zâv két da zaoulagad étrézég ar madou ha na hellez két da gavout; râg hi a gémérô diou-askel ével ann érer, hag a nichô étrézeg ann én̄v.
Ecclesiastes 2:22Râk pétrâ a dalô d’ann dén hé holl labouriou hag hé c’hlac’har a spéred, gan̄t péré eo bét en̄krézet dindan ann héol? 28 Hé holl zeisiou a zô leûn a boan hag a reûz ha n’en deûz két a éhan enn hé spéred a-zoug ann nôz; ha né két avel kémen̄t-sé?
Ecclesiastes 3:22Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé? ———— IV. PENNAD. Talvoudégez ar gévrédigez.