Eklesiastes 3:22
Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé? ———— IV. PENNAD. Talvoudégez ar gévrédigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 12:18Lakaad a rinn da zével eur Profed d’ézhô eûz a greiz hô breûdeûr, hen̄vel ouz-id: lakaad a rinn va geriou enn hé c’hénou, hag hén̄ a lavarô d’ézhô kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’ézhan̄.
Ecclesiastes 2:10Kémen̄d hô deûz c’hoan̄téet va daoulagad da gaout, em eûz rôet d’ezhô; n’em eûz két miret out va c’haloun n’en em rôjé d’al lévénez, ha da gémen̄d dudi em bôa aozet; ha mé em bôa krédet pénaoz é oa va lôd tenna frouez eûz va holl labouriou.
Ecclesiastes 3:11Kémen̄d en deûz gréat a zô mâd enn hé amzer, hag ar béd en deûz rôet d’hô strivou; hag ann dén na anavézô két koulskoudé ann ôberiou gréat gan̄d Doué adaleg ar penn-ken̄ta bétég ann divéza.
Ecclesiastes 5:18Ha pa en deûz rôet Doué da eunn dén madou ha danvez, hag ar galloud da zibri anézhô, da biaoua hé lôd, ha d’en em laouénaad enn hé labour; kémen̄t-sé zô eur rô eûz a Zoué.
Ecclesiastes 8:7O véza na oar két ar péz a zô tréménet, ha na hell kaout kélou é-béd eûz ar péz a zô da zon̄t.