Eklesiastes 3:16
Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 58:1Mar komzit évit-gwîr hervez ar reiz: barnit ivé hervez ann éeunder, ô mipien ann dûd.
Psalms 82:2Béte pégeit é varnot-hu gan̄d direizted; hag hô pézô-hu azaouez oud dremm ar béc’herien?
Ecclesiastes 4:1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
Ecclesiastes 5:8Hag ouc’h-penn éz eûz eur roué hag a c’hourc’hémenn war ann holl vrô a zô dindân hé c’halloud.
Micah 2:2C’houi péré a gasa ar mâd, hag a gâr ann drouk: a skrâp hô c’hroc’hen diwar-n-ézhan̄, hag ar c’hîk diwar hô eskern.
Zephaniah 3:3Hé frin̄sed enn hé c’hreiz a zô ével léoned ô iuda: hé barnerien ével bleizi a zebr hô freiz diouc’h ar pardaez, ha na lézon̄t nétrâ évid ar mintin.