Eklesiastes 5:8
Hag ouc’h-penn éz eûz eur roué hag a c’hourc’hémenn war ann holl vrô a zô dindân hé c’halloud.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 21:15Kâs a réaz ivé eunn éal da Jéruzalem évid hé gwasta; ha pa oé gwastet gan̄t-han̄, é sellaz ann Aotrou, hag en dôé truez oud eunn drouk ker brâz; hag é lavaraz d’ann éal a wasté: A-walc’h eo, dalc’h da zourn. Hôgen éal ann Aotrou a oa deûet bété leûr Ornan ar Jébuséad.
Job 20:19Râk lékeat en deûz ar béorien enn noaz-béô ha flastret en deûz anezhô dindân hé dreid (T); skrapet en deûz hô ziez, péré n’en dôa két savet.
Job 27:8Râk pétrâ eo géd ann dén pilpouz, mar strâp madou ar ré all dré hé bizoni, ha ma na zieûb két Doué hé éné?
Psalms 12:5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
Psalms 58:10Ann dén reiz en em laouénai pa wélô ar ven̄jan̄s: hé zaouarn a walc’hô é goâd ar péc’her.
Psalms 83:18Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl. ———— LXXXIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.