Eklesiastes 5:18
Ha pa en deûz rôet Doué da eunn dén madou ha danvez, hag ar galloud da zibri anézhô, da biaoua hé lôd, ha d’en em laouénaad enn hé labour; kémen̄t-sé zô eur rô eûz a Zoué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ecclesiastes 2:24Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.
Ecclesiastes 3:13Râk kémen̄d hini a zebr hag a év, hag a denn hé vâd eûz hé labour, en deûz kémen̄t-sé dré eur rô eûz a Zoué.
Ecclesiastes 6:2Eunn dén da béhini en deûz Doué rôet madou ha danvez hag énor, ha péhini en deûz kémen̄t a c’hoan̄ta da gaout: a béré n’en deûz két rôet Doué d’ézhan̄ ar galloud da zibri anézhô; hôgen ma vézin̄t loun̄ket gan̄d eunn dén a-ziavéaz; kémen̄t-sé zô avel hag eur reûz brâz.
Ecclesiastes 9:7Kéa éta ha debr da vara gan̄d dudi, hag év da wîn gan̄t lévénez; râk da ôberiou a zô hétuz da Zoué.