Eklesiastes 5:7
Mar gwelez gwaskérez ar béorien, hag ar gwall varnou, ha diskar ann dén reiz enn eur vrô, na véz két souézet gan̄t kémen̄t-sé: râg ann hini a zô uc’hel en deûz c’hoaz eunn all uc’héloc’h égét-han̄, ha ré all a zô c’hoaz uc’héloc’h égéd ar ré-man̄;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For in the multitude of dreams and many words there are also divers vanities: but fear thou God.
In Context
6El léac’h ma éz eûz kalz a huvréou, éz eûz ivé kalz a avel ha lavariou diniver; hôgen té, douj Doué.
8Hag ouc’h-penn éz eûz eur roué hag a c’hourc’hémenn war ann holl vrô a zô dindân hé c’halloud.
Cross References
Ecclesiastes 3:14Desket em eûz pénaoz ann holl ôberiou en deûz gréat Doué, a badô da-vikenn; ha na hellomp na lakaad ouc’h-penn, na lakaat nébeûtoc’h d’ar péz en deûz gréat Doué, évit ma vézô doujet.
Ecclesiastes 5:3Ma éc’h eûz gréat eur gwéslt da Zoué, na zalé két d’hé zévéni; râg ar gwéstl disléal ha foll a zô dihétuz d’ézhan̄; hôgen p’az pézô gréat eur gwéstl, séven-hén̄.
Ecclesiastes 8:9Kémen̄t-sé holl em eûz gwélet, hag em eûz rôet va c’haloun da gémen̄t a réeur dindân ann héol. A-wechou é teû eunn dén da aotrounia eunn all enn hé zroug hé-unan.
Ecclesiastes 12:13Sélaouomp holl kévret ann divez eûz al lavar-man̄. Douj Doué, ha mir hé c’hourc’hémennou; hen-nez eo holl zléad ann dén.