Levr Nehemia 4:6
Ével-sé é assavchomp ar vûr, hag é aozchomp anézhi holl bétég ann han̄ter, ha kaloun ar bobl en em gen̄traouaz d’al labour.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 29:3Ouc’h-penn kémen̄t-sé em eûz kenniget évit tî va Doué, em eûz ivé rôet eûz va madou va-unan aour hag arc’han̄t évit templ va Doué, hép nivéri ar péz em eûz aozet évit tî ar san̄tuar.
1 Chronicles 29:17Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.
Nehemiah 6:15Ar vûr a oé peûr-zavet er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a vîz Élul, a-benn daou zervez hag han̄ter-kan̄t.
Hebrews 13:21Dré-zé goudé béza pelléet péb hudurnez, hag ann holl zrougiez,