Levr Ester 1:19
Ma her kavez-mâd, ra vézô gréat eur c’hémenn dré da urs, ha ra vézô skrivet hervez lézen ar Bersied hag ar Védied, péhini na helleur két da derri, pénaoz ar rouanez Vasti, n’az ai mui da gavoud ar roué, hôgen ma kémérô eunn all hé c’hurunen, hag hî gwelloc’h égét-hi;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 2:1Goudé kémen̄t-sé, pa oé habaskéet buanégez ar roué, é teûaz koun d’ézhan̄ eûz a Vasti, hag eûz ar péz é dôa gréat, hag eûz ar péz é dôa gouzan̄vet:
Esther 8:5Hag a lavaraz: Mar plij gan̄d ar roué, ha ma em eûz kavet grâs dirâg hé zaoulagad, ha ma na gâv két dizoaré va feden, é pédann ac’hanod da derri gan̄d eul lizer névez, al lizer kôz en dôa skrivet Aman, énébôur touet d’ar Iuzevien, dré béhini en dôa gourc’hémennet ma vijé dispennet ar ré-man̄ é holl brovin̄sou ar roué.
Daniel 6:8Starta éta bréma, ô roué, ar c’huzul-zé, ha skrîv ar gourc’hémenn; évit na vézô két kemmet al lézen a vézô bét rôet gan̄d ar Védied hag ar brin̄sed, ha na hellô dén hé zerri.
Daniel 6:17Digaset é oé eur méan, hag é oé lékéat war c’hénou ar poull: hag ar roué hé ziellaz gan̄d hé ziel hé-unan, ha gan̄t siel hé brin̄sed, gan̄d aoun na vé gréat eunn dra-bennâg a-énep Daniel.