Levr Ester 1:3
Enn trédé bloaz eûz hé rén, é réaz eur banvez brâz d’hé holl brin̄sed ha d’hé oviserien, d’ar ré galounéka eûs ar Bersied, ha d’ar ré gen̄ta eûz ar Védied, ha da rénerien ar brovin̄sou a oa dira-z-han̄;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Pa azézaz war drôn hé rouan̄télez, Suza a oé ar penn-kéar eûz hé rouan̄télez.
Cross References
Esther 1:14(Hôgen ar ré gen̄ta hag ar ré dôsta anézhô a oa Karséna, ha Sétar, hag Admata, ha Tarsis, ha Marez, ha Marsana, ha Mamuc’han, seiz dug ar Bersied hag ar Védied, péré a wélé dremm ar roué, ha péré a azézé ar ré gen̄ta war hé lerc’h.)
Esther 3:7Er miz ken̄ta, a zô hanvet Nisan, enn daouzékved bloaz eûz a rén Assuérus, é oé taolet ar sort, a zô hanvet phur é Hébrach, el léstr dirâg Aman, évit gouzout é pé zeiz, hag é pé vîz é tlié pobl ar Iuzevien béza lazet; hag ar sort a gouézaz war ann daouzékved mîz hanvet Adar.
Daniel 5:1Ar roué Baltassar a réaz eur banvez brâz da vil eûz hé brin̄sed; ha pép-hini a évé hervez hé oad.
Daniel 6:1Mâd é kavas Darius lakaad war hé rouan̄télez c’houéac’h-ugen̄t penn-brô, évid ar rouan̄télez holl.