Levr Ester 1:2
Pa azézaz war drôn hé rouan̄télez, Suza a oé ar penn-kéar eûz hé rouan̄télez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 2:3Ha bézet kaset tûd dré ann holl brovin̄sou évit gwélout ar merc’hed kaer ha gwerc’h, hag hô c’hâs da géar Suza, hag hô lakaad é tî ar merc’hed dindân dourn Égéus ar spâz, péhini eo ann diwaller hag ar mirer eûz a c’hragez ar roué: hag énô é vézô d’ézhô péadrâ d’en em é c’hlana, ha kémen̄d tra all a vézô réd d’ézhô.
Esther 3:15Ar réderien a oa kaset a iéa buhan, évit sévéni gourc’hémenn ar roué. Râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza, en̄dra ma édô ar roué hag Aman ô banvézi, hag ann holl Iuzevien a oa é kéar ô skuḻa daélou. ———— IV. PENNAD. Mardoché a rô da anaout fallagriez Aman da Ester.
Esther 9:12Hag hén̄ a lavaraz d’ar rouanez: É kéar Suza hô deûz lazet ar Iuzevien pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman: péger braz é vennez-té eo al lazérez a reon̄t enn holl brovin̄sou? Pétrâ a c’houlennez-té ouch-penn, ha pétrâ a fell d’id a c’hourc’hémenfenn c’hoaz?
Daniel 8:2É wéliz enn eur wélédigez, pa édoun é kastel Susan, a zô é bro Élam: é wéliz éta enn eur gwélédigez pénaoz édoun oud dôr Ulai.