The Bible Software
bible.software › Levr Ester › Levr Ester 10 › Levr Ester 10:2

Levr Ester 10:2

Ha skrivet eo é levriou ar Védied hag ar Bersied péger braz eo bét hé c’halloud hag hé véli, ha pégen uc’hel eo bét savet gan̄t-han̄ galloud Mardoché.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And all the acts of his power and of his might, and the declaration of the greatness of Mordecai, whereunto the king advanced him, are they not written in the book of the chronicles of the kings of Media and Persia?

In Context

1Hôgen ar roué Assuérus a lékéaz ann douar holl hag holl énézi ar môr da baéa gwiriou d’ézhan̄.

3Ha pénaoz Mardoché, eûz a wenn ar Iuzevien, a oé da eil d’ar roué Assuérus; pénaoz é oé brâz é-touez ar Iuzevien, ha karet-brâz gan̄d hé vreûdeûr, ô klask mâd hé bobl; hag ô komza eûz ar péz a zell out péoc’h hé wenn. Bétég-henn em eûz trôet gan̄t gwirionez ar péz em eûz kavet é levriou ann Hébréed. Hôgen ar péz a zô war-lerc’h, em eûz hé gavet enn eul levr skrivet é iéz ar C’hrésianed ha gan̄d hô lizérennou. Ha koulskoudé ar pennad-zé a zô bét lékéat goudé ar penn divéza eûz al levr; hag hervez ma omb boazet da ôber, hon eûz hé verket gan̄d eunn taol, da lavaroud eo, gan̄d eur bér.

Read all of Levr Ester 10

Cross References

Esther 2:23Gréat é oé en̄klask war gémen̄t-sé, hag é oé kavet é oa gwîr; hag hî a oé staget hô-daou oud ar groug. Ha kémen̄t-man̄ a oé skrivet enn historiou, hag a oé merket el lévriou-bloasiek dirâg ar roué. ———— III. PENNAD. Aman a fell d’ézhan̄ lakaat d’ar marô ar Iuzevien holl.

Esther 8:2Hag ar roué a géméraz ar bizou, en dôa lékéat da denna eûz a zourn Aman, hag hé rôaz da Vardoché. Ester a lékéaz ivé Mardoché da réner war hé zî.

Esther 9:4O veza ma wien̄t pénaoz é oa-hén̄ da vestr-brâz er palez, ha m’en dôa kalz a c’halloud; hé hanô-mâd a greské bemdez hag en em gavé é génou ann holl.

Daniel 2:48Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Ester 10:2

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Ester 10:1Levr Ester 10Levr Ester 10:3 →