Levr Ester 10
1Hôgen ar roué Assuérus a lékéaz ann douar holl hag holl énézi ar môr da baéa gwiriou d’ézhan̄.
2Ha skrivet eo é levriou ar Védied hag ar Bersied péger braz eo bét hé c’halloud hag hé véli, ha pégen uc’hel eo bét savet gan̄t-han̄ galloud Mardoché.
3Ha pénaoz Mardoché, eûz a wenn ar Iuzevien, a oé da eil d’ar roué Assuérus; pénaoz é oé brâz é-touez ar Iuzevien, ha karet-brâz gan̄d hé vreûdeûr, ô klask mâd hé bobl; hag ô komza eûz ar péz a zell out péoc’h hé wenn. Bétég-henn em eûz trôet gan̄t gwirionez ar péz em eûz kavet é levriou ann Hébréed. Hôgen ar péz a zô war-lerc’h, em eûz hé gavet enn eul levr skrivet é iéz ar C’hrésianed ha gan̄d hô lizérennou. Ha koulskoudé ar pennad-zé a zô bét lékéat goudé ar penn divéza eûz al levr; hag hervez ma omb boazet da ôber, hon eûz hé verket gan̄d eunn taol, da lavaroud eo, gan̄d eur bér.
4Ha Mardoché a lavaraz: Gan̄d Doué eo bét gréat kémen̄t-zé.
5Koun em eûz eûz a eunn huvré am eûz bét, hag a verké ar péz a zô c’hoarvézet; ha nétrâ n’eo choumet hép béza sévénet.
6Eur feun̄teun vihan a wéliz, péhini a greskaz hag a zeûaz da ster, hag a oé trôet enn eur c’houlaouen hag enn eunn héol, hag en em fennaz é kalz a zouréier: Ester eo, en deûz kéméret ar roué da c’hrég, hag eo bét fellet d’ézhan̄ lakaad da rouanez.
7Ann daou aéraouan̄t: mé eo hag Aman.
8Ar boblou en em strollaz; ar ré-zé eo péré a strivaz da gâs-da-get hanô ar Iuzevien.
9Va fobl: Israel eo péhini a c’harmaz oud ann Aotrou, hag ann Aotrou a zieûbaz hé bobl: hag hén̄ a dennaz pép drouk diwar-n-omp, hag a réaz arouésiou brâz ha burzudou é-touez ar brôadou.
10Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz é vijé daou zarvoud, unan évit pobl Doué, hag égilé évid ar boblou all.
11Hag ann daou zarvoud-zé a zeûaz dirâk Doué enn deiz a oa bét merket a neûzé d’ann holl boblou.
12Hag ann Aotrou en dôé koun eûz hé bobl, hag en dôé truez eûz hé zigwéz:
13Hag ann deisiou-zé a vézô lidet é miz Adar, ar pévarzékved hag ar pemzékved eûz ar mîz: hag ar bobl en em strollô gan̄d préder ha gan̄t lévénez évit-sé, bréma ha keit a badô pobl Israel. ———— XI. PENNAD. Huvré all Mardoché.