Levr Ester 8:2
Hag ar roué a géméraz ar bizou, en dôa lékéat da denna eûz a zourn Aman, hag hé rôaz da Vardoché. Ester a lékéaz ivé Mardoché da réner war hé zî.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 9:7Ha David a lavaraz d’ézhan̄: N’az péz két a aoun; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.
Esther 10:2Ha skrivet eo é levriou ar Védied hag ar Bersied péger braz eo bét hé c’halloud hag hé véli, ha pégen uc’hel eo bét savet gan̄t-han̄ galloud Mardoché.
Ecclesiastes 2:18Goudé-zé em eûz argarzet ann holl bréder gan̄t péhini em eûz labouret dindân ann héol, évit lézel eur mâp en dévézô va madou em goudé,
Luke 15:22Hôgen ann tâd a lavaraz d’hé vévellou: Digasit buan hé zaé gen̄ta, ha gwiskit-hi d’ézhan̄, ha likid eur walen ouc’h hé vîz, ha boutôu enn hé dreid: