Levr Ester 2:10
Na fellaz két da Ester lavaroud d’ézhan̄ a bé vrô, nag a bé bobl é oa-hî; râk Mardoché en dôa kémennet d’ézhi ma tavché a-grenn war gémen̄t-sé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 2:7Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester: kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Esther 7:4Râg gwerzet omb bét, mé ha va fobl, évit béza mac’het, évit béza lazet, évit béza dispennet. A-ioul é vemp gwerzet da sklaved ha da sklavézed, gouzan̄vuz é vé ann drouk; tével a rajenn enn eur geina. Hôgen bréma hon eûz eunn énébour kriz, hag hé grizder a gouéz war ar roué.