Levr Ezra 4:12
Ra wézô ar roué, pénaoz ar Iuzévien, péré éc’h eûz kaset enn hon touez, a zo deûet da Jéruzalem kéar dispac’huz ha drouk, hag é savon̄t anézhi a-nevez, hag éc’h aozon̄t hé muriou hag hé ziez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 4:15Évit ma klaski é ôberiou da dadou, hag é kavi skrivet pénaoz ar géar-zé a zô eur géar dispac’huz, é deûz gréat gaou oc’h ar rouéed hag oc’h ar brovin̄sou, hag é deûz digaset brézeliou a béb amzer: ha râk-sé eo bét disman̄tret ar géar-ze.
Ezra 5:3Hôgen enn amzer-zé Tatanai pehini a oa dug enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien a zeûaz étrézég enn-hô, hag a gomzaz out-hô ével-henn: Piou en deûz rôet ann ali d’é-hoc’h da zével ann tî-ze, ha da aoza hé vuriou?
Nehemiah 1:3Hag hî a lavaraz d’in: Ar ré a zô choumet goudé ar sklavérez, hag a choum c’hoaz er vrô, a zô enn eur c’hlac’har vrâz, hag enn eunn dismégan̄s vrâz; mûr Jéruzalem a zô freûzet, hag hé fersier a zô bét dévet gan̄d ann tân.
Psalms 48:1Brâz eo ann Aotrou, ha meûluz meûrbéd é kéar hon Doué, war hé vénez san̄tel.