Levr Ester 5:1
Hôgen ann trédé deiz Ester a wiskaz he diḻad rouanez; mon̄d a réaz er zâl a-ziabarz eûz a dî ar roué, hag é choumaz énô dirâg hé gampr; ar roué a oa azézet war hé drôn, é speûren-wélé hé gampr, war-énep da zôr hé gampr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 2:5É kéar Suza éz oa eur Iuzeô hanvet Mardoché, mâb Jair, mâb Séméi, mâb Kis, eûz a wenn Jémini,
Esther 4:16Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.
Esther 8:15Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.
Luke 22:30Évit ma tebrot ha m’ac’h évot out va zaol em rouan̄télez-mé: ha m’ac’h azézot war drônou évit barna ann daouzék vreûriez eûz a Israel.