Levr Ester 5
1Hôgen ann trédé deiz Ester a wiskaz he diḻad rouanez; mon̄d a réaz er zâl a-ziabarz eûz a dî ar roué, hag é choumaz énô dirâg hé gampr; ar roué a oa azézet war hé drôn, é speûren-wélé hé gampr, war-énep da zôr hé gampr.
2Ha pa wélaz ar rouanez Ester a oa enn hé sâ, é hétaz-hî d’ézhan̄, hag éc’h astennaz étrézég enn-hi ar walen-roué aour en dôa enn hé zourn. Hag hî a dôstaaz, hag a bokaz da benn ar walen-roué.
3Hag ar roué a lavaraz d’ézhi: Pétrâ a fell d’id, rouanez Ester? Pétrâ a c’houlennez? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d’id.
4Hag Ester a lavaraz d’ézhan̄: Pédi a rann ar roué da zon̄d hiriô, mar kâr, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûz aozet.
5Galvit Aman râk-tâl, émé ar roué, évit ma sen̄tô oud ioul Ester. Ar roué hag Aman a zeûaz éta d’ar banvez é dôa ar rouanez aozet évit-hô.
6Hag ar roué a lavaraz d’ézhi, goudé m’en dôé évet kalz a wîn: Pétrâ a fell d’id a rôfenn d’id, ha pétrâ a c’houlennez? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d’id.
7Hag Ester a lavaraz d’ézhan̄: Chétu va goulenn ha va féden.
8Ma em eûz kavet grâs dirâg ar roué, ha ma fell d’ézhan̄ aotréa d’in ar péz a c’hoan̄taan hag a c’houlennann; deûet ar roué, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûs aozet d’ézhô, ha war-c’hoaz é rôinn da anaout va c’hoan̄t d’ar roué.
9Aman éta a iéaz er-méaz enn deiz-zé, hag hén̄ laouen ha dréô. Hôgen pa wélaz pénaoz Mardoché péhini a oa azézet é-tâl porz ar palez, na oa két savet évit-han̄, ha na oa két zôkén fin̄vet eûz al léac’h é péhini é oa azézet, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄:
10Hag ô kuza hé vuanégez, é tistrôaz d’hé dî, hag é strollaz hé viñouned ha Zarez hé c’hrég:
11Hag é komzaz d’ézhô eûz a vrasder he vadou, eûz ann niver brâz eûz hé vipien, hag eûz ar c’hloar vrâz da béhini en dôa hé zavet ar roué dreist hé holl brin̄sed hag hé holl zervicherien.
12Ha goudé-zé é lavaraz: Ar rouanez Ester n’é deûz ivé galvet néméd-oun d’ar banvez é deûz gréat évid ar roué; ha war-c’hoaz é leininn adarré enn hé zi gan̄d ar roué.
13Pétrâ-bennâg ma em eûz kémen̄t-sé, é gav d’in n’am eûz nétrâ, keit ha ma wélinn Mardoché, ar Iuzéô, azézet é-tâl porz tî ar roué.
14Ha Zarez, hé c’hrég, hag hé holl viñouned a lavaraz d’ézhan̄: Laka da sével eur groug, hag é dévézô han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, ha lavar d’ar roué war-c’hoaz vin̄tin ma lakai da staga out-hi Mardoché; hag ével-sé éz î laouen d’ar banvez gan̄d ar roué. Ar c’huzul-zé a oé kavet-mâd gan̄t Aman, hag hén̄ a lékéaz da sével eur groug uc’hel. ———— VI. PENNAD. Ar roué a laka da énori Mardoché. Mézégez Aman.