Levr Ester 5:2
Ha pa wélaz ar rouanez Ester a oa enn hé sâ, é hétaz-hî d’ézhan̄, hag éc’h astennaz étrézég enn-hi ar walen-roué aour en dôa enn hé zourn. Hag hî a dôstaaz, hag a bokaz da benn ar walen-roué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 1:11Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé: râk mé a oa kôper ar roué. ———— II. PENNAD. Néhémias a zistrô da Jéruzalem, hag a laka da zével hé muriou.
Esther 4:11Holl zervicherien ar roué; hag ann holl brovin̄sou a zô dindân he c’halloud a oar pénaoz mar teû hini, daoust pé goaz, daoust pé maouez, da von̄t, héb béza galvet, er zâl a-ziabarz, é véz lazet râk-tâl hép mâr é-béd; néméd astenni a râfé ar roué dré zarvoud étrézég enn-han̄ hé walen-roué aour, ével arouéz a habaskded, ha dré-zé ma hellô béva. Pénaoz éta é helfenn-mé mon̄d da gavout ar roué, pa n’ounn két bét galvet gan̄t-han̄ trégon̄t dervez a zô?
Psalms 116:1Holl vrôadou, meûlit ann Aotrou; holl boblou, meûlit anézhan̄.