Levr Ester 5:14
Ha Zarez, hé c’hrég, hag hé holl viñouned a lavaraz d’ézhan̄: Laka da sével eur groug, hag é dévézô han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, ha lavar d’ar roué war-c’hoaz vin̄tin ma lakai da staga out-hi Mardoché; hag ével-sé éz î laouen d’ar banvez gan̄d ar roué. Ar c’huzul-zé a oé kavet-mâd gan̄t Aman, hag hén̄ a lékéaz da sével eur groug uc’hel. ———— VI. PENNAD. Ar roué a laka da énori Mardoché. Mézégez Aman.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 13:3Hôgen Amnon en dôa eur miñoun, hanvet Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, dén poellek-brâz.
Esther 6:4Hag ar roué a lavaraz: Piou a zô er zâl a-ziabarz? Aman eo a oa éat er zâl a ziabarz eûz a dî ar roué, évid hé bédi da c’hourc’hémenni ma vijé staget Mardoché oud ar groug en dôa aozet évit-han̄.
Psalms 7:13Ma na zistrôit két, éc’h hejô hé glézé: hé wareg en deûz sten̄et, hag é aozet en deûz.
Psalms 37:14Ar béc’hérien hô deûz dic’houinet hô c’hlézé; hô gwareg hô deûz steñet, évid diskara ar paour hag ann ézommek; évit laza ar ré éeun a galoun.