Levr Ester 9:3
Râk barnerien ar brovin̄sou, hag ann duged, hag ar rénerien, ha kémen̄d hini a oa é pép léac’h da benn war al labouriou, a veûlé ar Iuzevien gan̄d ar spount hô dôa râk Mardoché;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 3:2Hag holl zervicherien ar roué, péré a oa oud dôriou hé balez, a blégé ô daoulin, hag a azeûle Aman; râg ann Impalaer en dôa he c’hourc’hémennet d’ézhô. Na oé némét Mardoché a gémen̄t na blégaz két hé zaoulin dira-z-han̄, ha na azeûlaz két anézhan̄.
Esther 8:5Hag a lavaraz: Mar plij gan̄d ar roué, ha ma em eûz kavet grâs dirâg hé zaoulagad, ha ma na gâv két dizoaré va feden, é pédann ac’hanod da derri gan̄d eul lizer névez, al lizer kôz en dôa skrivet Aman, énébôur touet d’ar Iuzevien, dré béhini en dôa gourc’hémennet ma vijé dispennet ar ré-man̄ é holl brovin̄sou ar roué.
Esther 8:17É-touez ann holl boblou, hag ar brovin̄sou, hag ar c’heriou é péré é teûaz gourc’hémenn ar roué, é oé eul lévénez anat, féstou ha banvésiou ha deisiou-gouél; enn hévélep doaré ma teûaz kalz eûz ar brôadou all, péré a oa dishén̄vel diout-hô enn hô c’hréden, d’en em unvani gan̄t hô c’hréden ha gan̄d hô lidou; ô véza m’en dôa hanô ar Iuzevien taolet eur spoun̄t brâz enn hô zouez. ———— IX. PENNAD. Ar Iuzevien, hervez gourc’hémenn ar roué, a lâz ar ré hô dôa mennet hô c’hâs-hi da gét.
Daniel 6:1Mâd é kavas Darius lakaad war hé rouan̄télez c’houéac’h-ugen̄t penn-brô, évid ar rouan̄télez holl.