Levr Yehezkel 1:24
Ha mé a glevé trouz hô askellou, ével trouz douréier brâz, ével mouéz Doué diwar-laez: pa gerzen̄t é oa ével trouz eul lôd brâz a dûd, ével trouz eunn armé; ha pa arzaôen̄t, é laosken̄t hô askellou. 2$. Rak pa zeûé eur vouéz eûz ann ebr, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, é arzaôen̄t hag é laosken̄t hô askellou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 37:4Eunn trouz brâz a zavô war hé lerc’h, hag hén̄ a rai kurun gan̄t mouéz hé vrazder, ha pa vézô klevet hé vouéz, na vézô ket gellet hé foella.
Psalms 29:3Mouéz ann Aotrou a zô war ann douréier; ann Doué a veûrdez en deûz ruḻet hé gurun; ann Aotrou a zô war ann douréier brâz.
Ezekiel 3:13Hag é kléviz ivé trouz ann anévaled a skôé hô askellou ann eil oud ébén, ha trouz ar rôdou a iéa war-lerc’h ann anévaled, ha trouz eur c’héflusk brâz.
Ezekiel 43:2Ha chétu gloar Doué Israel a zeûaz diwar-zû ar sâv-héol; hag hé mouéz a oa ével trouz kalz doureier; hag ann douar a luc’hé gan̄d hé veûrded.