Levr Yehezkel 43:2
Ha chétu gloar Doué Israel a zeûaz diwar-zû ar sâv-héol; hag hé mouéz a oa ével trouz kalz doureier; hag ann douar a luc’hé gan̄d hé veûrded.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun étrézég ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.
Cross References
Isaiah 6:3Hag é c’harmen̄t ann eil oud égilé, hag é lavaren̄t: San̄t, san̄t, san̄t, eo ann Aotrou, Doué ann arméou, ann douar holl a zo leûn eûz hé c’hloar.
Ezekiel 1:24Ha mé a glevé trouz hô askellou, ével trouz douréier brâz, ével mouéz Doué diwar-laez: pa gerzen̄t é oa ével trouz eul lôd brâz a dûd, ével trouz eunn armé; ha pa arzaôen̄t, é laosken̄t hô askellou. 2$. Rak pa zeûé eur vouéz eûz ann ebr, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, é arzaôen̄t hag é laosken̄t hô askellou.
Ezekiel 3:23Ha mé a zavaz, hag a iéaz er mésiou, ha chétu gloar ann Aotrou a zavaz enô, ével ar c’hloar a wéliz é-tâl ster C’hobar; ha mé a gouézaz war va génou.
Ezekiel 10:4Ha gloar ann Aotrou a zavaz diwar ar c’hérubin, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî; hag ar goabren a leûniaz ann tî, hag al leuren a oé leûniet gan̄t skéd gloar ann Aotrou.
Ezekiel 11:23Ha gloar ann Aotrou a biñaz eûz a greiz kéar hag en em arzaôaz war ar ménez a zô é sâv-héol kéar.
Habakkuk 3:3Euz ar c’hrésteiz é teûi Doué, hag ar san̄t eûz a vénez Faran. Hé c’hloar é deûz gôlôet ann én̄vou: hag ann douar a zô leûn eûz hé veûleûdi.