Levr Yehezkel 11:13
Ha pa ziouganenn, Festias, mâb Banaias, a varvaz ha mé a gouézaz war va dremm, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doué; kâs a réz éta da-nétra dilerc’h Israel?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout:
Cross References
Numbers 14:35Râg ével ma em eûz hé lavaret, é rinn é-kén̄ver ar bobl fallagr-zé, péhini a zô en em zavet em énep: enn distrô-man̄ é vézô kaset-da-gét, hag é varvô.
Deuteronomy 9:18Na zistrô két da zaoulagad diout-hô, p’az pézô hô c’haset dieûb, dré m’hô deûz da zervichet é-pâd c’houec’h vloaz évit gôbr eur gôpr-dévézour: évit m’as pennigô ann Aotrou da Zoué é kémen̄d a ri.
Psalms 106:23Hag hén̄ en dôa lékéat enn hé benn hô dispenna, ma n’en dévijé Moizez, hé dilennet, miret out-han̄, oc’h hé derri, hag ô sével dira-z-han̄, évit distrei hé vuanégez, ha mirout out-han̄ n’hô dispenché.
Proverbs 6:15Enn-eunn-taol éz ai da goll (T), râk-tâl é vézô brévet, ha na gavô louzou é-béd oc’h hé boan.
Ezekiel 9:8Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.