Levr Yehezkel 9:8
Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:4Pa glevaz Moizez kémen̄t-sé, en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar;
Numbers 16:45En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,
Joshua 7:6Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez: hag hî a daolaz poultr war hô fennou;
Ezra 9:5Ha pa genniged sakrifiz ann abardaez, é saviz eûz va glac’har, ha gan̄t va man̄tel ha va zaé roget, en em daoliz war va daoulin, hag é astenniz va daouarn étrézég ann Aotrou, va Doué.
Jeremiah 14:13Da vadou ha da deñzoriou a rôinn d’ar preiz, enn da holl harzou, hép gôbr é-béd, enn abek d’ann niver eûz da béc’héjou.