Levr Yehezkel 11:23
Ha gloar ann Aotrou a biñaz eûz a greiz kéar hag en em arzaôaz war ar ménez a zô é sâv-héol kéar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
22Hag ar gérubined a zavaz hô askellou, hag ar rôdou gan̄t-hô; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô.
Cross References
Ezekiel 8:6Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, ha té a wél pétrâ a râ ar ré-zé, ann argarzidigézou brâz a ra aman̄ tî Israel, évit va lakaad da bellaad diouc’h va zan̄tuar? Ha mar trôez adarré, é wéli argarzidigézou brasoc’h.
Ezekiel 10:4Ha gloar ann Aotrou a zavaz diwar ar c’hérubin, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî; hag ar goabren a leûniaz ann tî, hag al leuren a oé leûniet gan̄t skéd gloar ann Aotrou.
Ezekiel 43:2Ha chétu gloar Doué Israel a zeûaz diwar-zû ar sâv-héol; hag hé mouéz a oa ével trouz kalz doureier; hag ann douar a luc’hé gan̄d hé veûrded.