Levr Yehezkel 12:19
Hag é liviri da bobl ann douar-man̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn ar ré a choum é Jéruzalem, é brô Israel: Enn nec’h é tebrin̄t hô bara, hag er rec’h éc’h évin̄t hô dour; évit ma vézô glac’haret ar vrô-zé gan̄d hé lôd brâz a dûd, enn abek da fallagriez ar ré holl a choum enn-hi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Mâb dén, debr da vara enn en̄krez, hag év da zour gan̄t hast ha gan̄d doan.
Cross References
Psalms 24:1Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄: ar béd holl, ha kémen̄d a choum enn-han̄.
Isaiah 6:11Ha mé a lavaraz: Bété pégeit, Aotrou? Hag hén̄ a lavaraz: Kén na vézô glac’haret ha goullô ar c’heriou, hag ann tiez dizûd, ha ma vézô deûet ar vrô ével eunn distrô.
Jeremiah 6:7Ével ma rô eur feun̄teun dour ién, ével-sé é rô-hî eunn drougiez ién; fallagriez ha gwastérez a gleveur enn-hi; gwandériou ha gouliou a zâv bépred étrézég enn-oun.
Jeremiah 10:22Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu mé a emwélô anézhô; ann dûd-iaouan̄k a varvô gan̄d ar c’hlézé, hô mipien hag hô merc’hed a varvô gan̄d ann naoun.
Jeremiah 25:11Hag ar véléien hag ar broféded a gomzaz oud ar brin̄sed, hag oud ann holl bobl, ô lavarout: Barn a varô a zô dléet d’ann dén-zé, ô véza ma en deûz diouganet a-éneb ar géar-man̄, é-c’hîz ma hoc’h eûz klévet gan̄d hô tiskouarn hoc’h-unan.