Levr Yehezkel 12
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
2Mâb dén, é-kreiz eunn ti héguz é choumez; daoulagad hô deûz évit gwélout, ha na wélon̄t két; diskouarn hô deûz évit klévout, ha na glevon̄t két; ô véza ma eo ennn tî héguz.
3Té éta, mâb dén, aoz d’id binviou évid ann dizougadur, ha dizoug anézhô dira-z-hô é-kreiz ann deiz; en em zizougen a rî ivé da-unan eûz da léac’h da eul léac’h all dira-z-hô, évit gwélout ma lakain̄t évez ô véza ma eo eunn tî héguz.
4Lakaad a rî er-méaz dira-z-hô é-kreiz ann deiz da arrébeûri, ével arrébeûri a zizougadur; ha té da-unan a iélô er méaz war ar pardaez dira-z-hô, ével eunn dén a ia er-méaz évid ann dizougadur.
5Toull dira-z-hô môger da dî, ha kéa er-méaz dré-z-han̄.
6Douget é vézi war ann diskoaz dira-z-hô, enn dévalien é vézi kaset er-méaz; da zremm a guzi, évit na wéli két ann douar; râk da arouéz em eûz da rôet da dî Israel.
7Ober a rîz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’in; kâs a riz va arrébeûri er-méaz é-kreiz ann deiz, ével arrébeûri a zizougadur; ha diouc’h ar pardaez é toulliz ar vôger gan̄t va dourn hag éz îz er-méaz enn dévalien, douget war ann diskoaz dira-z-hô.
8Ha diouc’h ar min̄tin é teûaz gér ann Aotrou étrézég enn-oun, ô lavarout:
9Mâb dén, ti Israel, ann ti héguz, ha n’en deûz két lavaret d’id: Pétra a réz-té?
10Lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ar béac’h-man̄ a gouézô war ar prin̄s a zô é Jéruzalem; ha war holl di Israel a zô enn hô c’hreiz.
11Lavar: Mé eo hoc’h arwéz; ével ma em eûz gréat, é vézô gréat d’ézhô; enn dizougadur hag er sklavérez éz ain̄t.
12Ar prin̄s a zô enn hô c’hreiz a vézô douget war ann diskoaz hag a iélô er-méaz enn dévalien; ar vôger a doullin̄t évid hé lakaad er-méaz; gôlôet é vézô hé zremm, évit na wélo két hé lagad ann douar.
13Ha mé a steñô va rouéjou war-n-ézhan̄; hag hén̄ a vézô paket em rouéjou; ha mé hé gasô da Vabilon, é douar ar C’haldéed; hag hén̄ n’her gwélô két, hag a varvô énô.
14Ha mé a skiñô é pép tû ar ré holl a zô war hé drô; ar ré a zô da gennerz d’ézhan̄, hé holl vrézélidi; ha mé a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h.
15Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô hô skiñet é-touez ar brôadou, ha p’am bézô hô feltret dré ar brôiou.
16Miroud a rinn eul lôd bihan anézhô diouc’h ar c’hlézé, diouc’h ann naounégez ha diouc’h ar vosen; évit ma tanévellin̄t hô holl wallou d’ar brôadou é-touez péré éz ain̄t; ha ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.
17Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
18Mâb dén, debr da vara enn en̄krez, hag év da zour gan̄t hast ha gan̄d doan.
19Hag é liviri da bobl ann douar-man̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn ar ré a choum é Jéruzalem, é brô Israel: Enn nec’h é tebrin̄t hô bara, hag er rec’h éc’h évin̄t hô dour; évit ma vézô glac’haret ar vrô-zé gan̄d hé lôd brâz a dûd, enn abek da fallagriez ar ré holl a choum enn-hi.
20Ar c’hériou a zô poblet bréma a vézô dismantret, hag ann douar a vézô didûd; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
21Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
22Mâb dén, pétrâ eo al lavar-kuzet-zé a zô gan-é-hoc’h é douar Israel, ô lavarout: Ann deisiou a vézô gourzézet, ha pép gwélédigez a iélô-da-gét?
23Râk-sé lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Lakaad a rinn da éhana al lavar-kuzet-zé, ha na vézô mui lavaret enn Israel; hôgen lavar d’ézhô pénaoz é tôsta ann deisiou, hag é vézô sévénet pép gwélédigez.
24Râg ar gwélédigésiou na vézin̄t mui gwân, nag ann diouganou arvaruz é-kreiz bugalé Israel.
25Râk mé ann Aotrou a gomzô; ha kémen̄d em bézô lavaret a vézô sévénet, ha na vézô mui gourzézet, hôgen enn hô teisiou, tî héguz, é livirinn hag é sévéninn va gér, émé ann Aotrou Doué.
26Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
27Mâb dén, chétu é lavar tî Israel: Ar wélédigez a wél hé-man̄ a zô pell-brâz; diougani a ra évid eunn amzer bell.
28Râk-sé lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Na vézô mui gourzézet va gériou, hôgen kémen̄d em eûz lavaret, a vézô sévénet, émé ann Aotrou Doué. ———— XIII. PENNAD Gwâ ar gaou-broféded hag ar gaou-brofédézed.