Levr Yirmia 6:7
Ével ma rô eur feun̄teun dour ién, ével-sé é rô-hî eunn drougiez ién; fallagriez ha gwastérez a gleveur enn-hi; gwandériou ha gouliou a zâv bépred étrézég enn-oun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 55:9Diskar-hi, Aotrou, rann hô zéôdou; râg gwélet em eûz ar fallagriez hag ann énébiez é kéar.
Isaiah 1:6Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄: glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.
Isaiah 59:6Hôgen c’houi a vézô galvet béléien ann Aotrou; servichérien hon Doué é viot hanvet; gan̄t madou ar brôadou é viot maget, hag hô meûrded a vézô da c’hloar d’é-hoc’h.
Jeremiah 20:8Hag é liviri d’ar bobl-zé: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a laka dira-z-hoc’h hen̄d ar vuez, hag hen̄d ar marô.
Jeremiah 30:15Ével-henn é lavar ann Aotrou: Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.
Ezekiel 7:23Laka eunn divez; râk leûn eo ann douar a varniou goaduz, hag ar géar leûn a fallagriez.