Levr Yehezkel 12:23
Râk-sé lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Lakaad a rinn da éhana al lavar-kuzet-zé, ha na vézô mui lavaret enn Israel; hôgen lavar d’ézhô pénaoz é tôsta ann deisiou, hag é vézô sévénet pép gwélédigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Râg ar gwélédigésiou na vézin̄t mui gwân, nag ann diouganou arvaruz é-kreiz bugalé Israel.
Cross References
Psalms 37:13Hôgen ann Aotrou a raiô goab anézhan̄; ô véza ma wél pénaoz é teûiô hé zeiz.
Ezekiel 7:2Ha té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué douar Israel: Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez war bévar c’horn ann douar.
Ezekiel 7:6Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez; beḻa a râ ouz-id; chétu é teû.
Ezekiel 7:10Chétu ann deiz, chétu eo deûet; kouézet eo ann disman̄tr; bleûn̄eet eo ar walen, diwanet eo ar rogen̄tez.
Ezekiel 12:25Râk mé ann Aotrou a gomzô; ha kémen̄d em bézô lavaret a vézô sévénet, ha na vézô mui gourzézet, hôgen enn hô teisiou, tî héguz, é livirinn hag é sévéninn va gér, émé ann Aotrou Doué.
Joel 2:1Râk chétu enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, p’am bézô lékéat da zistrei sklaved Juda ha Jéruzalem,