Levr Yehezkel 7:2
Ha té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué douar Israel: Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez war bévar c’horn ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
Cross References
Jeremiah 5:31Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez? ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.
Lamentations 1:9Hé hudurez a zô oud hé zreid, ha n’é deûz két bét a goun eûz hé divez; gwall zistéréet eo bét, ha dén n’en deûz hé dizoaniet. Arvest, Aotrou, va glac’har, râg uc’héléet eo ann énébour. IOD.
Ezekiel 7:3Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.
Ezekiel 11:13Ha pa ziouganenn, Festias, mâb Banaias, a varvaz ha mé a gouézaz war va dremm, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doué; kâs a réz éta da-nétra dilerc’h Israel?
Ezekiel 21:2Mâb dén, laka da zaoulagad war-zu Jéruzalem, ha diver da c’hériou étrézég ar san̄tuar, ha diougan a-énep douar Israel: