Levr Yehezkel 12:7
Ober a rîz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’in; kâs a riz va arrébeûri er-méaz é-kreiz ann deiz, ével arrébeûri a zizougadur; ha diouc’h ar pardaez é toulliz ar vôger gan̄t va dourn hag éz îz er-méaz enn dévalien, douget war ann diskoaz dira-z-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ha diouc’h ar min̄tin é teûaz gér ann Aotrou étrézég enn-oun, ô lavarout:
Cross References
Jeremiah 32:8Hô glana a rinn eûz hô holl fallagriézou, hag eûz ar péchéjou hô deûz gréat em énep: hô drugaréza a rinn eûz ann holl wallou dré béré hô deûz va dilézet ha va disprizet.
Ezekiel 12:3Té éta, mâb dén, aoz d’id binviou évid ann dizougadur, ha dizoug anézhô dira-z-hô é-kreiz ann deiz; en em zizougen a rî ivé da-unan eûz da léac’h da eul léac’h all dira-z-hô, évit gwélout ma lakain̄t évez ô véza ma eo eunn tî héguz.
Ezekiel 37:7Ha mé a ziouganaz ével ma oa bét gourc’hémennet d’in; ha pa ziouganenn, é oé klévet eunn trouz, hag e oé gwélet eur fin̄v; hag ann eskern a dôstaaz oud ann eskern, pép-hini oud hé framm.