Levr Yehezkel 13:8
Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: O véza ma hoc’h eûz lavaret traou gwân, ha ma hoc’h eûz gwélet gévier; chétu é teûann d’hô kavout, émé ann Aotrou Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 50:31Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t goudé ma oa bét dizouget Joac’hin, roué Juda, enn daouzékved mîz, er pémpved deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz ken̄ta eûz hé rén, a assavaz penn Joac’hin, roué Juda, hag a dennaz anézhan̄ eûz a dî ar vâc’h.
Ezekiel 5:8Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeûi étrézeg enn-od, hag a rai va-unan va barnédigézou enn da greiz dirâg ar brôadou.
Ezekiel 26:3Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé ouz-id, ô Tir; ha mé a lakai da zével enn da énep kalz a vrôadou, ével ma laka ar môr da zével hé goummou.
Ezekiel 29:3Komz ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Faraon, roué ann Éjipt, aérouan̄t braz péhini a c’hourvez é-kreiz da stériou hag a lavar: D’in eo ar ster, ha mé eo em eûz va gréat va-unan.
Ezekiel 35:3Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ménez Seir, hag éc’h astenninn va dourn war-n-od, hag az likiinn da véza gwastet ha didûd.
Ezekiel 39:1Hôgen té, mâb dén, diougan a-énep Gog, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû war-n-od, Gog, prin̄s ha penn Mosoc’h ha Tubal.