Levr Yehezkel 14:7
Râk piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi névez trôet gan̄t tûd Israel, a vézô pelléet diouz-in, en dévézô lékéat hé idolou enn hé galoun, en dévézô startéet hé wall fallagriez a-éneb hé zremm, hag a zeûi da gavout ar profed évid ôber eur goulenn digan-én̄ dré-z-han̄; mé ann Aotrou a respoun̄tô d’ézhan̄ dré-z-oun va-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:2Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel: Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.
Numbers 15:15Eul lézen hag eur varnédigez a vézô kén évid-hoc’h, kerkoulz hag évid ann diavésidi enn hô prô.
Isaiah 58:1Sâv, lûc’h, Jéruzalem; râk deûed eo da c’houlou, ha gloar ann Aotrou a zô savet war-n-od.
Jeremiah 37:1Enn naved bloaz eûz a Zédésias, enn dékved mîz, é teûaz Nabukodonosor, roué Babilon, hag hé holl armé dirâk Jéruzalem, hag a stourmaz out-hi: