Levr Yehezkel 14
1Neûzé lôd eûz a hénaoured Israel a zeûaz d’am c’havout, hag a azézaz dira-z-oun.
2Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
3Mâb dén, ann dûd-zé hô deûz lékéat hô hudurez enn hô c’halonou, hag hô fallagriez a zô bépréd dirâg hô daoulagad: pétrâ éta a respoun̄tinn d’ar goulennou a rain̄t ouz-in?
4Râk-sé é komzi out-hô, hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Kémen̄d dén eûz a dî Israel, en deûz lékéat hé hudurez enn hé galoun, hag en deûz dalc’het hé fallagriez dirâg hé zaoulagad, hag a zéûi da gavout ar profed, évit gouzoud dré-z-han̄ pétra a livirinn; mé ann Aotrou a respoun̄tô drézhan̄ hervez hé holl hudurézou;
5Évit ma vézô paket tî Israel enn he galoun, dré béhini in̄t pelléet diouz-in, évid heûlia hô holl idolou.
6Râk-sé lavar da dî Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Distrôit, ha pellait diouc’h hoc’h idolou, ha distrôit hô taoulagad diouc’h hoc’h holl zaotrou.
7Râk piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi névez trôet gan̄t tûd Israel, a vézô pelléet diouz-in, en dévézô lékéat hé idolou enn hé galoun, en dévézô startéet hé wall fallagriez a-éneb hé zremm, hag a zeûi da gavout ar profed évid ôber eur goulenn digan-én̄ dré-z-han̄; mé ann Aotrou a respoun̄tô d’ézhan̄ dré-z-oun va-unan.
8Sével a rinn va daoulagad war ann dén-zé, hag é likiinn anézhan̄ da skouér, ha da c’hoapérez, hag é tispenninn anézhan̄ eûz a greiz va fobl; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
9Ha mar teû eur profed da fazia, pa lavarô eur gér; me ann Aotrou eo em bézô lékéat ar proféd-zé da fazia; ha mé a astennô va dourn war-n-ézhan̄, hag a zispennô anézhan̄ eûz a greiz va fobl a Israel.
10Hag hî a zougô hô fallagriez. Ével ma eo fallagriez ar goulenner, ével-sé ivé é vézô fallagriez ar profed:
11Évit na bellai mui tî Israel diouz-in, ha n’en em zaotrô mui enn hé holl wallou; hôgen ma vézin̄t d’in da bobl, ha ma vézinn d’ézhô da Zoué, émé Aotrou ann arméou.
12Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
13Mâb dén, pa béc’hô eur vrô em énep, oc’h ôber gwallou, é astenninn va dourn war-n-ézhi, é torrinn gwalen hé bara, é kasinn enn-hi ann naounégez, hag é lazinn ann dûd hag al loéned.
14Ha mar béz ann tri dén-man̄ enn hô zouez, Noé, Daniel, ha Job, é tieûbin̄t hô énéou gan̄d hô éeunder hô-unan, émé Aotrou ann arméou.
15Mar kasann er vrô-zé loéned férô évid hé gwasta; ha mar teû da véza dihen̄t, ô véza na drémen dén dré-z-hi enn abek d’al loéned:
16Ha pa vé ann tri dén-zé enn-hi; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed; hôgen hî hô-unan a vézô dieûbet; hag ar vrô a vézô dispennet.
17Pé mar tigasann ar c’hlézé war ar vrô-zé, ha ma lavarann d’ar c’hlézé: Treûz ar vrô-zé; ha ma lazann ann dûd hag al loéned:
18Ha pa vé ann tri dén-zé enn hé c’hreiz; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed; hôgen hî hô-unan a vézô dieûbet.
19Pé mar kasann ar vosen war ar vrô-zé, ha mar skuḻann va frouden war-n-ézhi er goâd, ô tispenna enn-hi ann dûd hag al loéned:
20Ha pa vé Noé, ha Daniel, ha Job enn hé c’hreiz; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed; hôgen hî a zieûbô hô énéou hô-unan gan̄d hô éeunder.
21Koulskoudé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mar kasann kévret a-énep Jéruzalem va feder barn ar ré wasa, ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag al loéned ferô, hag ar vosen, évit laza enn-hi ann dûd hag al loéned:
22Hiniennou a choumô enn-hi koulskoudé hag a vézô dieûbet, hag a gasô er-méaz hô mipien hag hô merc’hed; chétu hi a zeûi d’hô kavout, ha c’houi a wélô hô hen̄chou hag hô ôbériou, hag é viot dic’hlac’haret diwar-benn ann droug em bézô kaset war Jéruzalem, hag ann holl en̄krez em bézô digaset war-n-ézhi.
23Hô tic’hlac’hari a rain̄t, pa wélot hô hen̄chou hag hô ôbériou; ha c’houi a anavézô pénaoz né két héb abeg em bézô gréat kémen̄t-sé enn hé énep, émé ann Aotrou Doué. ———— XV. PENNAD Tud Jérusalem lékéat hével oud ar c’hoat gwini.