Levr Yehezkel 16:25
É penn péb hen̄t éc’h eûz savet arouéz da c’hadélez; argarzuz eo bét lékéat gan-éz da c’héned; lédet éc’h eûz da dreid gan̄t pép tréméniad, hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 3:9Doaré hô dremm a rô testéni enn hô énep; hag hî hô deûz embannet hô féc’hed ével Sodom, ha n’hô deuz két hé guzet. Gwâ hô éné, râk distolet eo d’ézhô hô drouk.
Jeremiah 3:2Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.
Jeremiah 6:15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.
Ezekiel 16:31Râg eul léac’h hudur éc’h eûz savet é penn péb hen̄t, hag eunn ti a c’hadélez éc’h eûz gréat war bép leûr-kéar; n’oud két bet ével eur c’hrek-fall (M), péhini a zispriz ar péz a gennigeur d’ézhi, évit kreski hé gôbr.
Ezekiel 23:32Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Éva a ri eûz a gôp da c’hoar, péhini a zô lédan ha doun; béz’ é vézi da c’hoarz ha da c’hoapérez; râk brâz meurbéd eo.