Levr Yehezkel 23:32
Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Éva a ri eûz a gôp da c’hoar, péhini a zô lédan ha doun; béz’ é vézi da c’hoarz ha da c’hoapérez; râk brâz meurbéd eo.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
31É hen̄t da c’hoar éc’h eûz baléet, hag é likiinn hé c’hôp enn da zourn.
Cross References
Psalms 79:3Skuḻet hô deûz hô goâd ével dour enn-drô da Jéruzalem; ha né oa dén évid hô bésia.
Jeremiah 25:9Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ével Silo é vézô ann tî-man̄; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.
Jeremiah 48:26Deûit enn hé énep eûz a harzou ar béd, digorit évit ma teûi ar ré a dlé hé mac’ha; tennit ar vein eûz ann hen̄t, ha bernit-hô, lazit-hi, kén na choumô nétra enn-hi.
Lamentations 2:16Da holl énébourien hô deûz digôret hô génou war-n-od: c’houibanet hô deûz, skriñet hô deûz hô den̄t, hag hi hô deûz lavaret: Nî hé loun̄kô; chétu aman̄ ann deiz a c’hortozemp; hé gavét hon eûz, hé wélet hon eûz. AÏN.
Ezekiel 25:6Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel;