Levr Yehezkel 16
1Ha gér ann Aotrou a zeûas d’in, ô lavarout:
2Mâb dén, rô da anaout da Jéruzalem hé argarzidigézou;
3Hag é liviri: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Jéruzalem: Da c’hrisien ha da wenn a zeû eûz a zouar Kanaan; da dâd a oa Amorréad, ha da vamm sétéadez.
4Pa oud bét ganet, é deiz da c’hanédigez, né két bét trouc’het da végel; n’oud két bét gwalc’het gan̄d dour évid da nétaat, na glanet gan̄t c’hoalen, na gôlôet gan̄t trésiou,
5Lagad é-béd n’en deûz bét truez ouz-id, évid ôber enn da géver unan eûz ann traou-zé, ha diskouéza hé drugarez d’id; hogen taolet oud bét war c’horré ann douar gan̄d dispriz da éné, enn deiz é péhini oud bét ganet.
6Hôgen ô tréménout ébiou d’id, az kwéliz flastret dindân ann treid enn da c’hoad; hag é liviriz d’id pa oaz enn da c’hoad: Bév, émé-vé, bév enn da c’hoad.
7Da lékéat em eûz da greski ével géot ar parkéier; kresket éch eûz; brâz oud deûet, hag ével eur vaouez klôk; da zivronn a zô bét c’houézet, ha da vléô a zô bét savet; ha té a oa enn noaz, ha leûn a véz.
8Tréméned ounn ébiou d’id, hag em eûz sellet ouz-id; ha chétu da amzer a oa ével amzer ann hini a dlié béza karet; ha mé em eûz astennet va man̄tel war-n-od, hag em eûz gôlôet da vézégez. Ha mé em eûz touet d’id; hag eur gévrédigez em eûz gréat gan-ez, émé ann Aotrou Doué; ha té a zô deûet d’in.
9Da walc’het em eûz enn dour, da nétéet em eûz eûz ar goad a oa ouz-id; hag em eûz da lardet gan̄d éôl.
10Da wisket em eûz gan̄d eur zaé marellet, da arc’hennet em eûz gan̄t boulou limestra; da c’hourizet em eûz gan̄t lîn moan, da c’hôlôet em eûz gan̄d diḻad kaer. ll. Gan̄t kin̄klérézou kaer em eûz da vravéet; lagadeonou em eûz lékéat oud da zivrec’h, hag eur gelc’hen oud da c’houzouk.
12Eur gin̄klérez em eûz rôet d’id évid da dâl, ha lagadennou évid da ziskouarn, hag eur gurunen gaer war da benn.
13Kin̄klet oud bét gan̄d aour hag arc’han̄t; gwisket oud bét gan̄t lîn moan, gan̄t seiz ha gan̄t mézer marellet; bleûn̄ gwiniz, ha mél, hag éôl éc’h eûz debret; kaer-brâz oud deûet da véza, ha da rouanez oud deûet.
14Ha brudet-brâz eo bét da hanô é-touez ar brôadou, enn abek d’as kéned; ô véza ma oaz deûet kaer-brâz gan̄d ar géned em boa lékéat enn-od, émé ann Aotrou Doué.
15Hag ô lakaad da fisian̄s enn da gaerded, oud en em rôet d’ar c’hadélez enn da hanô, hag oud en em zaotret gan̄d kémen̄d a dréméné, évit béza d’ézhô.
16Kéméret éc’h eûz ivé eûz da ziḻad, hag éc’h eûz hô griet évid ôber d’id lec’hiou uc’hel; hag en em rôet oud war-n-ézhô d’ar c’hadélez, ével n’eo bét biskoaz ha na vézô bikenn.
17Kéméret éc’h eûz ivé da gin̄klérézou, gréat gan̄t va aour, ha gan̄t va arc’han̄t em bôa rôet d’id; hag éc’h eûz gréat gan̄t-hô skeûdennou goazed; hag en em rôet oud gan̄t-hô d’ar c’hadélez.
18Kéméret éc’h eûz ivé da ziḻad marellet, hag éc’h eûz hô gôlôet gan̄t-hô; ha va éôl, ha va louzou-c’houés-vâd éc’h eûz lékéat dira-z-hô.
19Va bara, em bôa rôet d’id, ar bleûn̄-gwiniz hag ann éôl, hag ar mél, gan̄t péré em eûz da vaget, éc’h eûz lékéat dira-z-hô ével eur sakrifiz a c’houés vâd; ével-sé éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué.
20Kéméret éc’h eûz ivé da vipien, ha da verc’hed, ez pôa ganet évid-oun; hag éc’h eûz ho c’henniget évit béza dispennet. Ha bihan eo da c’hadélez?
21Lazet éc’h eûz va bugalé, hag oc’h hô c’henniga d’ézhô, éc’h eûz hô dilézet gan̄t-hô.
22Ha goudé da holl argarzidigézou ha da c’hadélézou, n’éc’h eûz két bét a goun eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, pa oaz enn noaz, ha leûn a véz, ha flastret enn da c’hoad.
23Ha goudé da holl zrougiez eo bét c’hoarvézet (gwâ, gwâ té, émé ann Aotrou Doué),
24Ma éc’h eûz savet évid-od eul léac’h hudur, ha ma éc’h eûz gréat évid-od war bép leûr-kéar eunn ti a c’hadélez.
25É penn péb hen̄t éc’h eûz savet arouéz da c’hadélez; argarzuz eo bét lékéat gan-éz da c’héned; lédet éc’h eûz da dreid gan̄t pép tréméniad, hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou.
26En em rôet oud d’ar c’hadélez gan̄t mipien ann Éjipt da amézeien, péré hô deûz korfou brâz; hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou évit va héga.
27Hôgen chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a lamô digan-éz da zidamallidigez; da rei a rinn da frouden merc’hed ar Filistined peré a gasa ac’hanod, ha péré a zeû da rusia eûz da wall hen̄t.
28En em rôet oud ive d’ar c’hadélez gan̄t mipien ann Assiried, ô véza n’ez pôa két bét c’hoaz da walc’h; ha goudé ma oud bét en em rôet d’ar c’hadélez-zé, n’éc’h eûz két bét c’hoaz da walc’h.
29Hag éc’h eûz paottet da c’hadélez é douar Kanaan gan̄d ar C’haldéed; ha n’éc’h eûz két bét c’hoaz da walc’h.
30Pénaoz é c’hlaninn-mé da galoun, émé ann Aotrou Doué, pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé, ével eur c’hrég gadal ha divézet?
31Râg eul léac’h hudur éc’h eûz savet é penn péb hen̄t, hag eunn ti a c’hadélez éc’h eûz gréat war bép leûr-kéar; n’oud két bet ével eur c’hrek-fall (M), péhini a zispriz ar péz a gennigeur d’ézhi, évit kreski hé gôbr.
32Hôgen ével eur c’hrég avoultr, péhini a glask diavésidi, hag a bella diouc’h he ozac’h.
33D’ann holl merc’hed fall (M) é rôeur gôbr; hôgen té éc’h eûz rôet gôbr d’ar ré holl a garé ac’hanod; ha té a réa rôou d’ézhô, évit ma teujen̄t a bép tû d’az kavout, évid en em rei d’ar c’hadélez gan-éz.
34Ével-sé eo bét c’hoarvézet enn-od enn da c’hadélézou ann éneb eûz ar péz a c’hoarvez er merc’hed all; ha na vézo két a c’hadélez hén̄vel oud da hini; rag ô véza rôet ar gôbr, é léac’h hé zigémerout, éc’h eûz gréat ann énep d’ar ré all.
35Râk-sé, grek-fall (M), sélaou gér ann Aotrou.
36Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz feltret da arc’han̄t, ha ma éc’h eûz diskuliet da vézégez enn da c’hadélézou gan̄d ar ré a gérez, ha gan̄d idolou da argarzidigézou é goad da vipien, éc’h eûz rôet d’ézhô;
37Chétu mé a strollô ar ré holl a garé ac’hanod, ha gan̄d péré oud en em zaotret; hag ar ré holl éc’h eûz karet, gan̄d ar ré holl éc’h eûz kaséet; ha mé hô strollô holl enn da énep a bép tû; hag é likiinn enn noaz da vézégez dira-z-hô, hag hî a wélô da holl hudurez.
38Da varna a rinn ével ann avoultrérézed, hag ar ré a skuḻ ar goad; ha lakaad a rinn da skuḻa da c’hoad er frouden hag er warizi.
39Da rei a rinn étré hô daouarn; hag hî a freûzô da léac’h hudur, hag a ziskarô da dî a c’hadélez; tenna a rain̄t da ziḻad digan-éz, skrapa a raint da gin̄klérézou; hag hî az lézô enn noaz ha leûn a véz.
40Digas a rain̄t enn da éneb eul lôd brâz a dûd, hag é labézin̄t ac’hanod gan̄t mein, hag e lazin̄t ac’hanod gan̄d hô c’hlézéier.
41Dévi a rain̄t ivé da diez gan̄t tân, hag hî a rai war-n-od barnédigézou dirâk kalz a verc’hed; ha té a éhanô da ôber gadéléziou; ha na rôi mui a c’hôbr.
42Va droug ouz-id a éhanô; va oaz en em dennô diouz-id; arzaôi a rinn, ha na vuanékainn mui,
43O véza n’eo két deûet a goun d’id eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, ha ma éc’h eûz va héget é kémen̄t-sé; râk-sé em eûz rôet da hen̄chou war da benn, émé ann Aotrou Doué; ha n’em eûz két gréat hervez da wallou enn da holl argarzidigézou.
44Chétu pép-hini a lavarô diwar da benn al lavar-kuzet-man̄: Ével ma é oa ar vamm, éma ar verc’h.
45Merc’h da vamm oud, péhini é deûz dilézet hé ozac’h hag hé bugalé; ha c’hoar da c’hoarézed oud, péré hô deûz dilézet hô ézec’h hag hô bugalé. Sétéadez eo hô mamm, Amorréad eo hô tâd.
46Da c’hoar héna eo Samaria, hî hag hé merc’hed, péré a choum oud da zourn kleiz; ha da c’hoar iaouan̄ka eo Sodoma hag hé merc’hed, péré a choum oud da zourn déou.
47N’éc’h eûz két hép-kén baléet enn hô hen̄chou, ha gréat ann hévélep gwallou; hôgen dreist-hô oud éat tôst-da-vâd enn da holl hen̄chou.
48Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, n’é deûz két gréat Sodoma da c’hoar hag hé merc’hed, ével ma éc’h eûz gréat, té ha da verc’hed.
49Chétu pétrâ eo bét fallagriez Sodoma da c’hoar: ar balc’hded; paodder ar bara hag eûz a bép-trâ; hag hô éhan, ha hini hô merc’hed; ha na astennen̄t két hô dourn d’ann ézommek ha d’ar paour.
50Hag hî a zô bét savet hag hô deûz gréat hô argarzidigézou dira-z-oun; ha mé em eûz hô dispennet, ével ma éc’h eûz hé wélet.
51Samaria n’é deûz két gréat ann han̄ter eûz da béc’héjou: hôgen hô zrec’het éc’h eûz gan̄d da wallou; ha didamallet éc’h eûz da c’hoarézed gan̄d ann holl argarzidigézou éc’h eûz gréat.
52Doug éta da véz, pa éc’h eûz trec’het da c’hoarézed gan̄d da béc’héjou, oc’h ôber gwasoc’h égét-hô; râk didamallet in̄t gan-éz; béz éta mézékéet ha doug da véz, pa éc’h eûz didamallet da c’hoarézed.
53Koulskoudé mé hô lakai enn hô reiz gen̄ta, hag a lakai da zistrei sklaved Sodoma hag he merc’hed, ha sklaved Samaria, hag hé merc’hed; da lakaad a rinn ivé da zistrei enn hô c’hreiz.
54Évit ma tougi da véz, ha ma vézi mézékéet gan̄t kémen̄t éc’h eûz gréat, évid hô dizoania.
55Ha da c’hoar Sodoma hag hé merc’hed a zistrôi d’hô reiz kôz; ha Samaria hag hé merc’hed a zistrôi d’hô reiz kôz; ha té ha da verc’hed a zistrôi d’hô reiz kôz.
56N’eo két bét deûet hanô Sodoma da c’hoar eûz da c’hénou, é deiz da valc’hded,
57Abarz ma oé disklériet da zrougiez; ével ma eo bét enn amzer-zé é péhini oud deûet eunn abeg a c’hoapérez évit merc’hed Siria, ha merc’hed ar Filistined, a zô trô-war-drô d’id.
58Da wallou ha da véz éc’h eûz douget, émé ann Aotrou Doué.
59Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ha mé a rai d’id ével ma éc’h eûz gréat, pa éc’h eûz disprizet al lé, ha torret ar gévrédigez.
60Ha goudé-zé é teûi da goun d’in eûz ar gévrédigez em bôa gréat gan-éz é deisiou da iaouan̄ktiz; hag é rinn gan-éz eur gévrédigez peûr-baduz.
61Neûzé é teûzi da goun d’id eûz da hen̄chou, hag é vézi mézékéet, pa zigéméri gan-éz da c’hoarézed gôsa, gan̄d ar ré iaouan̄ka; ha mé hô rôi da verc’hed d’id, ha nann dré da gévrédigez da-unan,
62Ha mé a stardô va c’hévrédigez gan-éz; ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
63Évit m’az pézô koun, ha ma vézi mézékéet, ha na helli mui digeri da c’hénou gan̄d da véz, pa vézinn deûet da habaskaat, ha da zisteûrel d’id kémen̄d éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué. ———— XVII. PENNAD Lavar-kuzet ann daou er hag ar winien.